Lawrence Oates
Lawrence Edward Grace Oates, lesanvet "Titus", bet ganet d'ar 17 a viz Meurzh 1880 e Putney (ur c'harter eus Londrez, e Bro-Saoz) ha marvet d'ar 16 a viz Meurzh 1912, a oa un ergerzher saoz. Kabiten dragoned bet stourmet en eil brezel ar Voeren, kemeret en devoa perzh en ergerzhadenn Terra Nova bet savet gant Robert Falcon Scott : tizhout a reas Pennahel ar Su nebeut amzer war-lerc'h hini Roald Amundsen.
War e zistro eus ar Pennahel e voe paket e izili gant milher. Dre ma ouie mat n'hallje ket talañ ouzh ar varvenn-gig e-pad pell amzer e tivizas en em aberzhiñ evit ma chomje e genskipailhidi yac'h ha dibistig.
En aner ec'h aberzhas Oates e vuhez a-benn ar fin rak ar peurrest eus skipailh Scott a voe adkavet marv goude-se : brasañ gwallzarvoud an hini eo a c'hoarvezas da vare harozus an ergerzhadennoù en Antarktika (1895-1922).